Kinniget e vez gant Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG) un abadenn sinema bep eil yaou ar miz, nemet e-pad an hañv. Bannet e vez ar filmoù e Kreizenn sevenadurel François-Mitterrand. An abadennoù-se a vez aozet evit ar re n'o devez ket tro da vont d'ar sinema. Un digarez int ivez evit en em gavout asambles gant tud all.
Servijet e vez merenn vihan da heul ar film, ar pezh a ro tro da gaozeal.
An endervezhioù-se kinniget d'an dud en oad a vez gortozet evel emgavioù laouenek. Kregiñ a ra an abadennoù da 2 eur.
Evit mont e darempred :
Titouroù hag evit mirout
Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG) : 02 98 31 95 66 pe 02 98 31 95 42
pe This email address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it.
Eurvezhioù digeriñ : lun, merc'her, yaou, gwener : 9 e – 12 e ha 1 e 30 – 5 e
Burevioù serrret d'ar meurzh
Pleustrek
Abadennoù da zont :